àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Mediaoueg ar Gapusined e Brest : ha postoù-labour a-walc'h a vo ?

Mediaoueg ar Gapusined e Brest : ha postoù-labour a-walc'h a vo ?

Ar vediaoueg 'vo digoret 'bar Gapusined 'ba Brest 'zo diskouezhet 'vel unan eus lodennoù pennañ 'vit reiñ buhez d'ar c'harter nevez 'vo 'benn nebeut en tu dehou. E 2016 'vo posubl mont da lenn pe da gaout dudi enni. 23 million a euroioù 'zo postet 'bar savadur nevez gant kêr Vrest. Goulenn 'ra an implijidi 'vo tud awalc'h da lakaat ar vediaoueg nevez da vont en dro. Se 'zo kaoz 'zo bet tammoù harzh-labour ganto c'hoazh. Ha warc'hoazh en em vodfont evit goût ma 'vo graet harzh-labour ganto en-dro pe get. Selaouomp displegadennoù Klervi Abalan a labour 'bal levraoueg studi 'ba Brest. Gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio