àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Sizhunvezh ar Mor Bihan : ur mor a dud !

Sizhunvezh ar Mor Bihan : ur mor a dud !

Eizhvet sizhunvezh ar Mor Bihan oa dalc'het ar sizhun dremenet. Bep daou vloaz vez savet da lakaat war-wel glad mor ar vro ha dreist-holl ar bagoù hengounel. Ar bloaz-mañ e oa bet pedet bro Kroatia da zont da ginnig o bagoù dre-lienn neuze gant liennoù stumm "latine". Disadorn e oa klozet ar sizhunvezh gant un dibunadeg vras. An digarez evit tud skolaj diwan ar mor bihan da vonet war vor ivez. Ur redadeg palroenviñ o deus savet etre an Arvor Baien ha porzh Gwened. Dek akipaj o deus kemeret perzh en holl. Vel Divi ha Renan. Emaint o daou ouzh mikro Yaelle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio