Levrioù niverel evit ar vugale get "Numeribulle".
Setu anv ar stal savet nevez 'zo get Sylvie Bruna. Goude bout bet kuitaet he labour ba bed an embann he deus bet c'hoant kendalc'h da labourat evit ar re yaouank en ur embann levroù stumm niverel. Dre un arload pe appli vo moaien pellgargiñ kontadennoù. Istoerioù liammet get lec'hioù resis hag embannet e yezhoù ar vro. Evit sekour get ar gerent dez bugale é teskiñ brezhoneg er skolioù deus bet c'hoant da gavout ur stumm da selaou iwez. E ti Dizale oa bet graet ar labour enrolliñ get Tangi Daniel hag Aziliz Bourgès. Samuel Julien, ar renour a zispleg deomp hiroc'h a-ziàr ar c'henlabour-mañ. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.