Porduiñ bio: un diskoulm da fin ar c'hotaioù laezh?
Gant Ti al labour-douar bio 'zo staliet' baz Daoulaz 'zo embennat ul levr lec'h ma gaver anvioù ar beizanted 'zo 'ba Penn-ar-Bed. Un ostilh 'vit aesaat mont e darempred gant ar broduerien boued bio ha sikour 'nezho da vont war raok. Setu 'pezh a glask ober Kevin Pochard hag e dad war o atant 'ba Ker ar beleg 'ba Treouergat. Un atant 'vo ket tapet gant ar cheñchamant bras 'zo 'ba bed ar produiñ laezh abaoe penn kentañ ar miz mañ ar c'hotaioù laezh. Displegañ 'ra Kevin peseurt mod 'neus aozet e labour.