àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Derc'hel a ra an harzh-labour e Radio France

Derc'hel a ra an harzh-labour e Radio France

Gant harzh-labour emañ implijidi Radio France dibaoe kazi ur pemzekteiz bremañ. Reuz 'zo e ti ar radio e Pariz, krennet 'vez an arc'hant roet gant ar Stad setu ma klask ar renerien espern. War ar memes tro e klever en eus prezidant Radio France bet dispignet arc'hant forzh pegement 'benn lakaat kempenn e vurev. Tra-walc'h eme teknisianed, animatourien ha kazetennerien Radio France. Aon bras o deus an implijidi e vefe dilezet ar skourroù lec'hel 'vit kreizennañ tout e Pariz, kroget ar mod d'ober dija emezo. Selaouomp Paul-Yvon Virot, tenkisian e Frañs Bleue Breizh Izel e Kemper.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio