LAURENT VOULZY "Lys & Love" (2011) 1/5
Peb deg vlez e embanna Laurent Voulzy un albom newez, dont a ra Lys & Love goude Avril, embannet e 2001. Etreteant, e 2006, e oa bet La septième vague, ur bladenn a ganennow adsonet.
Ur souezhadenn e zisk diwezañ, na boud e ra ged dow ollved personel ba penn ar haner : an Amser Grenn ba Bro-Hall, hag ar musik pop a vro-Saos (ur lodenn a so bet enrollet ba Abbey Road, ar wezh gentañ da fan ar Beatles, ur leveson a glewamp mad ba kitarow "La nuit"). Choaset en deus ur son elektro, arnodel a-wezhadow mem, harpet ged un orkestr kerden ha koriow enrollet ba kastell Vincennes. E ganennow a ziskar an harzow, etre ar stilow-musik, ar broiow hag an amseriow.
Geriow Charles d'Orléans ha mouezh Roger Daltrey (kaner The Who) vez klewet ba "Ma seule amour", posiow Alain Souchon ba pewar sitl (en-o-mesk ar single kentañ, "Jeanne"), un duo ged an Amerikanes Dawn Landes ("Our song"), pe un destenn savet ged Abu Firas, ur priñs arab ag an Xved kantevlezad... toud ar pezh a faota ewid voiajiñ àr jaw ba mojennow Arzhur, inisenn Avallah ("Glastonbury", "C'était déjà toi").
Ged Lys & Love e tisoloamp un tu arall da spered Laurent Voulzy, ha flouret vez hon diwskouarn, èl berped getoñ, dre ur son modern ha kisellet ken fin èl ur gleze lemm anwet Excalibur.
DIRE STRAITS "Sultans of swing"
in Alchemy (1984 . Vertigo)
AaRON "Inner streets"
in Waves from the road (2011 . Wagram Music / Cinq 7)
CAMILLE "She was"
in Ilo veyou (2011 . EMI)
LAURENT VOULZY "Jeanne"
in Lys & Love (2011 . Columbia)
Lehienn ofissiel