àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dilennadegoù : eil tro e Douarnenez.

Dilennadegoù : eil tro e Douarnenez.

Evit eil tro an dilennadegoù departamant hag a vo dalc'het disul e vo un emgann tu-kleiz/tu-dehou e kanton Douarnenez hag ar C'hab. Gant 28% deus ar mouezhioù eo bet kentañ an daouad Guillon/Poitevin disul baseet, un daouad hep strollad met merket a-zehoù ha kaset da-benn gant maerez-gozh Douarnenez. Deus an tu all ez eus bet tapet ouzhpenn 22% deus ar mouezhioù gant daouad ar PS : Florence Crom ha Gurvan Kerloc'h. Nag ar re c'hlaz, nag ar front de gauche na 'chalvont da votiñ 'vit strollad pe strollad 'vit an eil-tro. Pep hini a glask neuze bremañ kendrec'hiñ ar voterien. Ar mintin-mañ e oa Gurvan Kerloc'h o kabaliñ e marchad Pontekroaz. Katell Uguen a zo bet é c'houlenata anezhañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio