8vet eo Bagad Karaez : un taol-kaer !
Dec'h 'oa dalc'het 66vet kampionad broadell ar bagadoù. 'Ba Brest, 'bar C'houartz 'oa bodet ar 15 bagad gwellañ 'ba Breizh. C'hoant gant un nebeut anezho klask bout trec'h war bagad Kemper 'ya ar maout ganto da geñver ar pevar kampionad diwezhañ. 'Oa ket pal bagad Karaez. Evit ar wech kentañ abaoe muioc'h 'vit tri ugent vloaz 'oa ur bagad eus penngêr ar Poc'her o kemer perzh 'ba kampionad e rummad kentañ. Pignet eo bagad Karaez buan kaer betek en em gavout, ar bloaz mañ, e-touez ar re wellañ. Yann-Fañch Perron, bez-pdt ar bagad 'neus laret da Erwan Blanchard peseurt sekred 'neus kaset 'nezho da seniñ e rummad kentañ. Klevet e vo iwez Julian Gentil, unan eus sonerien ar Bagad, just goude o abadenn. Eurus 'oa sonerien bagad Karaez fin an devezh peowgir int en em gavet en 8vet ouzh ar renkadur. Ur gwir taol-kaer 'vit bagad 'oa en eil rummad warlene.