àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Roazhon 1 ha 2 : bodet d'ober ur skol-veur 'benn 2016?

Roazhon 1 ha 2 : bodet d'ober ur skol-veur 'benn 2016?

E Roazon zo kistion da vodañ an div skol-veur, Roazon unan, ar skol-veur war ar skiantoù, ar gwir hag ar yec'hed; ha Roazon daou, ar skol-veur war al lizhiri ha skiantoù mab-den ha sokial, 'benn ar c'hentañ a viz Genver daou vil c'hwezek. Met diaes-mat eo en em glevet war ar statudoù. Ur sizhun zo 'oa bet roet o dilez gant an darn vrasañ deus merourien Roazon 2 ha dre se freuzet ar c'huzul-merañ hag ar c'huzul akademek. Digwener 'oa bet roet e dilez en-ofisiel gant ar prezidant Jean Emile Gombert, hag anvet Amine Amar da verour da c'hortoz gant ar rektor akademiezh. Anavezet 'walc'h eo hennezh, dre ma oa rener ar servijoù betek-hen. Herve Ar Bihan eo rener departamant ar brezhoneg, muioc'h a zisplegadennoù gantañ. gant Tugdual Karluer

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio