Un tamm eus Plouvihan gant Treglonou.
D'an devezh kentañ a viz Ebrel e yaio un tamm eus kumun bPlouvihan gant hini dTreglonou. Daou vloaz a zo 'oa goulennet gant maer Plouvihan, Kristian Kalvez, en em dizober eus al lodenn eus e barrez 'zo war bord ar mor. Abalamour da lezenn war an arvor 'oa lakaet diaes an embregrezh gounezvouedel SILL evit sevel un tour da sec'hañ laezh ha sevel un "uzin-gaoter" ya en dro gant koat. O paouez asantiñ ar goulenn reiñ un tamm eus an douar da dTreglonou emañ prefed Penn-ar-Bed. 'Benn ur miz hanter 'vo ket tapet Plouvihan gat lezenn war an arvor, neuze. Selaouomp René Montfort, eil maer 'ba Plouvihan. Gant Erwan Blanchard.