àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5e30

Keleier 5e30

@@@Kemper-Brest dindan un eur gant an tren e 2014@@@ Nav minutenn hag hanter-kant ! Setu an amzer 'vo lakaet evit ober Kemper-Brest / pe Brest-Kemper gant an treñ, adaleg kreiz 2014. Ur c'hart eur 'vo gounezet goude al labourioù 'vo kaset da benn e 2013 ha dreist-holl 'pad ar c'hwec'h miz kentañ eus 2014. Selaouit Gérard Lahellec, eil prezidant ar rannvro, e karg eus an transportoù @@@Trec'h Loick Peyron : biskoazh kemend all !@@@ Olivier De Kersauson, pemzek bloaz 'zo, 'noa gounezet an Trophée Jules Verne oc'h ober tro ar bed war e drimaran e 71 unnek devezh ha tri-ugent. Bruno Peyron, breur Loïck, noa lakaet 50 hanter-kant devezh e 2005. Frank Cammas, war an trimaran Groupama 3, 'noa gounezet daou zevezh c'hoazh e 2010. Fennozh,un tammig a-raok hanter-noz ma tremen mat pep tra, 'n do gounenet, Loïck Peyron hag e ekipaj, daou zevezh hanter ouzhpenn war an trec'h diwezhañ. Ya, pemp devezh ha daou ugent evit tremen en-dro a-vaez Enez Eussa, goude un dro-bed !

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio