Charlie Hebdo: 65 000 den o vanifestiñ a-enep ar sponterezh!
65 000 den 'noant dibunet war straedoù Brest dec'h. Deuet 'oant da rentañ enor d'ar 17 den 'oa drouklazhet e-kreiz ar sizhun dremenet 'ba Pariz. En o zouez treserien ha kazetennerien Charlie Hebdo, poliserien hag ivez juzhevien lazhet 'ba ur gourc'hmarc'had. Selaouomp, da gentañ, Herve Kadiou, ezel eus Skol-Veur ar Peoc'h 'ba Brest.