Lizher 127 : Kartennoù ag an 10, 16.05.1916.
Lec'h : kentañ kartenn e Proyart, an eil e Chuignolles.
///Dec'h eh oa bet Job é koaniiñ genin... Erru eo hiniv ma c'haporal-fourrier a bermision get ar pakad a zo e-barzh palto ha lavreg... Kavet em eus boked Jann-Mari... Netra a nevez a-hend-arall... Gwelet ar mintin-mañ ar C'hrom, koñseillour municipal kozh Lann-ar-Stêr [...] hag a zalc'h da douch e zevezh labourer porzh hag e bae serjant... Dalc'hit mat, ma Vedig, ha karit-me 'vel m'ho karan.
Bet ho lizher... Setu-ni lojet arre, fall lojet, gwir eo... Gwelet a ran Jojeb bemdez. Jean-Mari a zo éc'h echu monet da vout foll get an evaj... Evit ar ruskennnad gwenan... Ne faot ket bout souezhet ma ne saver ket ma fakadoù a di Bayon... Ne vo ket mui a bermisionoù evit an Oriant...///
Loeiza doc'h en em zebriñ a nebeudigoù : distroomp ar gaoz ; labour ar vaguemestre ; fall labour an evajoù kreñv ; ar gwenan ; sistem an "double-paye" : un dra direizh hervez Loeiz.