àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lizher 110 : Lizher skrivet d'an 26.03.1916.

Lizher 110 : Lizher skrivet d'an 26.03.1916.

Lec'h : E kostez Foucaucourt. ///A ma loj e skrivan ur gerig deoc'h... Ar wezh-mañ emañ falloc'h hon traoù, erc'h en deus graet arre, ha glav.... Monet a ra mat get Jojep... Lâret em eus deoc'h gortoz evit an amonenn.... Lennet em eus ar pennad àr Mistral.... Me 'gav diot komz [...] ag ar gwerzennoù a vo gellet gober diàar ar brezel. Gwerzennoù sort-se ne vez graet 'met pell goude ar brezel... Emañ gwan, ar ar gwanañ, rac'h ar pezh a rer diàr ar brezel bremañ. N'hellan ket-me lenn ar gwerzennoù-se ken displet 'vel ma o c'havan. C'hwi lâro din pegoulz ho po resevet ho kountell paper. A nevez netra atav. Ur c'haezh den a zo bet lazhet [...] é monet da lakaat orsal... Gwanaat a ra an traoù e kostez Verdun... Ne echuo ket ar blez-mañ hep ne c'hellin en em deurel en ho tivrec'h... Na vad a ray deomp en em gavet ne-dro, ma Vedig. Na c'hwek e vo hor plijadurioù... O, nozvezhioù bourrus ma c'hellen kuzhet ma fenn e-mesk pleuñv ma Vedig... Pegoulz e teet en-dro evit ma c'hellin diskoueziñ dezhi pegen bras eo ma c'harantez eviti..../// Ur skrid a garantez gwirion don ha fromus e brezhoneg ; ur skrid sañset chom etre an daou bried ; gwell e vo gortoz diwezh ar brezel evit sevel gwerzennoù diàrnañ ; L. Herrieu en deus gortozet evit embann e skridoù àr ar brezel ; traoù skrivet diàr ar brezel get tud n'int ket bet james er brezel ; ur "brezel harozel" ijinet goude ar brezel gwirion.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio