Lizher 109 : Kartennoù skrivet d'an 23, d'ar 24, d'ar 25.03.1916.
Lec'h : E kostez Foucaucourt.
///Kaset em eus deoc'h hiniv ar gountell paper... Labour am eus bet [...] met koutant on bout daet da benn ha gellout gober plijadur deoc'h. Bremañ eh an da labourat àr bizoù Anna... Un dra bennak da herve. An ao. Moignou a venn ivez kaout ur gountell paper... Da be lec'h e vimp kaset arre ? ... Arc'hoazh vintin eh aomp d'an trañche.
Setu-ni arre dindan an douar hag an erc'h, rak erc'h a zo daet en-dro... Nag ur vouilhenn !... Bet em eus bet lizher a Louis : n'en deus ket mui terzhien.///
Kaset eo ar gountell paper ; un den dornet evit labourigoù dorn ; ar soudarded é labourat kouevr hag aluminiom ; atav prederi dirak ar red chañch lec'h ; radio popote ; pakadoù a bep sort kaset get tud an a-dreñv ; Loeiz ag ar pezh a vez kaset dezhañ ; Anna Guiheneuf, ag An Alre.