Lizher 71a : Lizher ; skrivet d'ar 31.12.1915.
Lec'h : E Iverny, e-tal Meaux. Diskuizh.
///Setu echu ur blezad c'hoazh pell doc'h ar gêr... Me garahe 'velkent ma vehe ar wezh diwezhañ [...] eh omp 'vel-se dispartiet... Ned eo ket em eus da glemm bremañ... Met ne bado ket pell hon eürusted ... En tachadoù-se ne vêr sur gwezh ebet a zonet en-dro...
Ur gwele am eus [...] Met frank eo... Lec'h a zo da zaou ha ned oc'h aze... Hir e vo ar yun... Kemerit enta pasianted... Ho kariñ a ran dreist muzul...
Seringa [...]Erru eo ar c'hours d'o lakaat en douar... Kouviiñ Mellag hag AbAlor da zonet da brediñ deiz-ha-blez hon eured... Me vo geneoc'h a spered... An deizioù-mañ e kasin hanter-kant lur deoc'h...///
Ar soudard dispartiet ag e re ; ar brezel a zalc'h ; an den é plegiñ d'ar red ha d'ar vuhez ; nac'h Herrieu donet permision ; forc'het a garantez a spered hag a gorf ; komzoù tomm ar garantez a zle chom kuzhet ; derc'hel àr e c'hoantoù pe monet d'o heul.