Atlas ar bed keltiek : un ostilh divyezhek evit dizoloiñ istor ar gelted
Emañ Coop Breizh o paouez embann Atlas ar bed keltiek ; ul levr kenskrivet gant Mikael Bodlore Penlaez hag Erwan Chartier ha troet e brezhoneg gant Divi Kervella. 150 kartenn a gaver ennañ 'benn kompren petra 'ra ar broadoù keltiek. Deskiñ a reer istor ar gelted dibaoe 3000 bloaz o vont dre Europa a-bezh, ul levr istorel ha geografel neuze, 'vel m'o deus displeget ar skrivagnerien da Gatell Uguen.