àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

HIPPOCRATE

HIPPOCRATE

SIN-141024-HIPPOCRATE.docx HIPPOCRATE Ur film sevenet gant : Thomas Lilti (2014). Gant : Vincent Lacoste, Reda Kateb, Jacques Gamblin (1e42). Medisinour e oa Hipokratez. Bevet en doa e Bro-C'hres tro-dro da 400 vloaz e-raog hon amzer. Anavet eo evel diazezer ar medisinerezh modern. Chomet eo staget e hanw douzh ar le en dehe geriet evid peb heni en doa c'hoant da c'houestliñ e vuhez d'ar medisinerezh. Le Hipokratez a zo bet gouarnet beteg hiziw c'hoazh, mez modernekaet eo bet gant ar skolioù-meur. Primum non nocere, "Da gentañ, chom heb noazoud, heb ober muioc'h a zroug" a vehe unan a bennaennoù Hipokratez, a-sort gant an eil-mañ :" Ra vo ho poued ho remedenn nemeti". Saver an dietetik, ar vouedouriezh e vehe bet ive. Daet soñj d'an dud, hiziw an deiz, ha n'eus ket pell zo c'hoazh, e c'helle ar boued boud kaoz ag hon kleñvedoù, ha liesoc'h eged ma kredomp. Gwir eo, anad eo, pa lakaomp esañs e-lec'h gazol en hon kirri e welomp diouzhtu an dizalbad a ra er motorioù. Kuriuz eo ne raomp ket ar memez liamm etre ar pezh a lakaomp en hon korfoù hag an drougoù a c'hell doned da-heul, mez evel-sen eh omp... Diskoueziñ a ra ar film penaoz e c'hell ar vedisinourion yaouank krogiñ gant o micher. Goude boud tremenet bloaziadoù é studial korfadur mab-den, int en em gav war an "talbenn", koulz lâred, evid boud "internes", da lâred eo diabarzhaded en un ospital bennag. Diaez e vehe lâred e vehent moused war o micher, evel ar vartoloded yaouank hag a veze moused war ar bagoù ket boud martoloded a-feson. Rag diouzhtu-kàer e tosta an diabarzhaded douzh problemoù krishañ an dud : kleñvedoù, drougoù, poanioù ha marw. N'eo ket toud anavoud dre vemoer katalog ar remedoù ; n'eo ket toud anavoud a-feson ar protokoloù a jaoj gant kleñved-mañ-kleñved. Da gentañ e rank an danvez-medisinour gouied pesort kleñved a zo aze, e korf pe e spered an den klañv astennet war e wele diragzañ. Ha lâred em eus amañ "e korf pe e spered", pa vehe gwell lâred "e korf hag e spered" an den, kentoc'h, rag ur liamm anatoc'h-anad zo etre an daou. E-mesk ar vedisinourion o deus gwelet ar film eh eus lod hag a gav ennañ ar pezh o doa bevet da gomañs. Gweled a raont an ospital tre evel an heni a anavont, hag a ro liez muioc'h a bouez d'an traoù, d'ar sistem, d'ar protokoloù eged d'ar re glañv o-hunan. Lod a rebech d'ar film diskoueziñ an diabarzhaded evel tud yaouank é tizoloiñ an ospital en un taol, ar pezh nad eo ket gwir pa raont stajoù helaezh en ospitalioù e-pad o bloaziadoù stummadur. Mez lod arall a zo daet er-maez ag ar sinema choket pe strafuilhet d'an nebeutañ, a-gaoz ma kredont e vo lakaet disfiziañs e pennoù an dud bremañ, a-zivoud komz ar vedisinourion. Petra ober nawazh heb fiziañs etre an heni klañv hag an heni karget a zegas yec'hed dezhañ en-dro ? Evid ar re nad int ket medisinourion, eveldin-me, stank eo ar re o deus klevet komz moarvad a spered c'hoari an danvez-medisinourion, da lâred eo ar baotred hag ar merc'hed yaouank e deraou o micher soagnañ. Er film e weler an dud-se, siriuz braz e-pad an deiz, pa yaont da weladenniñ ar re glañv. Mez da beb an amzer ec'h ankouaont o labour hag o c'hlañvourion ha ne gont mui nemed ar fent hag ar farsal. Komprenabl eo, ouzhpenn-se, ne vez ket gwall bell an hudurniezhoù nag ar c'hadaliezh a-zoc'h o c'hoarioù : un tu ag ar vuhez int ive. Neuze, c'hoari gant ar marw hag ar vuhez, ha deizioù pad, a c'houlenn, da beb an amzer, prantadoù skañvoc'h. Dober o dez an dud-se a selled diseblant douzh ar c'hleñvedoù emaint karget a stourmiñ doute. Ha petra ar gwellañ evid doned da benn, mar n'eo ket dre vourdal ? Hiziw an deiz ema daet ar medisinerezh da voud ur skiant. Ha goulenn a ra an dud kement-se. Kaset e vez hon korfoù d'an ospital evel ma kasomp hon otoioù da di ar mekanikour. Ne gerzhent ket kén ? Bremañ e kerzhont en-dro. Un amzer zo bet e veze sellet douzh ar medisinerezh evel douzh un arz. Ha diaez e vez an arz, evel ma vez lâret. Mez n'eo ket korfoù an dud na mekanikoù na robotoù c'hoazh. A-fed kleñvedoù e chom traoù displann. Sevel un diagnostik zo un dra diaez dija. Ha da beb termen e c'hell ne vern pesort medisinour ober ur fari, en em drompiñ, en em drompiñ da vad zokén, diwar goust an heni klañv hag a chomo mac'hagnet goude-se marse, hag a varvo marse... Rag ar pezh a c'hell boud ur remed a-feson evid unan bennag a c'hell boud diefed evid ur c'hlañvour arall. Gwazh c'hoazh : pa vez roet ur remedenn bennag douzh un droug bennag e vez ankouaet komz ag an dregefedoù, dregefedoù hag a c'hell lakaad diaez an dud war un dachenn arall ag o yec'hed. Setu perag e chomo pell ar medisinerezh un arz c'hoazh, kredabl. Setu perag ive n'omp ket prest da voud sur ag an disoc'h biken, pa vimp kaset d'an ospital... Jean-Claude Le Ruyet.20141024d.93C.
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio