àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Aet eo Maria Lambour!

Aet eo Maria Lambour!

Dec'h eo marvet Maria Lambour, ar vigoudenn ziwezhañ hag a wiske ar c'hoef bemdez. D'an oad a 103 bloaz e oa Maria ur gwir star er vro ha pelloc'h. E Kerguen e Pont 'n Abad 'oa bet ganet Maria hag e-pad 50 vloaz eo bet o terc'hel un ostaleri e Lambour, setu penaos 'oa ganet he lesanv. Da ouzhpenn 80 vloaz e oa deuet Maria da vezañ steredenn ar skrammoù pa 'oa komedianez gant he mignonezed evit ar pladoù Tipiak ha poltrejennet amañ hag ahont gant an douristed bammet dirak he c'hoef. Ur sell war ar bloavezhioù paseet e kompagnunezh Maria, he mignonezed hag he merc'h. Klevet 'vo tammoù deus ur reportaj 'oa bet kaset da-benn e 2005 gant Laetitia Fitamant ha Lou Millour hag unan neveshoc'h bet enrollet daou vloaz 'zo. Evel-just e klever Maria o kontañ-kaoz diwar-benn ar bruderezhioù Tipiak met ivez diwar-benn he c'hoef.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio