"Fest an holl" e Lesneven.
« Fest an holl », setu anv nevez gouel-gozh ar poneed aozet bep bloaz gant Diwan Lesneven. Niverus eo bet ar re vras hag ar re vihan war dachenn Kerjezekel dec'h 'benn heuliañ abadennoù nevez Jakez ar Born, Jean-Luc Roudaut pe c'hoazh ar c'honter Patrick Ewen. Ouzhpenn sonadegoù 'oa kinniget, c'hoarioù 'vit ar re vihan, ur marc'had artizanel met ivez un atalier 'vit deskiñ fardañ bier.
Peseurt cheñchamant a zeu neuze goude un ugent bloavezhiad bennak en-dro d'ar c'hezek ? Gregor Mazo deus Diwan Lesneven 'n eus displeget pelloc'h da Gatell Uguen.