Dizalc'hidigezh bro Skos : Yes pe No ?
Hiziv emañ galvet ar skosis da reiñ o soñj da-genver dizalc'hidigezh o bro doc'h ar Rouantelezh Unaned. ret e vo dezhe reskont d'ar goulenn "Should Scotland be an independent country?", da lâret eo "ha dleout a ra bro Skos bout ur vro dizalc'h?". Ma vehe reskontet ya e vehe dizalc'h Bro Skos 'benn miz meurzh 2016. Savet eo ar votadeg-mañ diàr-youl ar c'hetan ministr skosad Alex Salmond. Savet eo ar referundum a-seurt-se evit an deirvet gwezh a-c'houde 1979 ma oa bet gounidet galloudoù ouzhpenn hag ur parlamant emren. Ar sonour telenn Tristan ar Govic en deus bevet ha labouret e-pad meur a vlez e bro Skos. Hiroc'h e lar deomp doc'h mikro Andrea ar Gal a RBG.