àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Nozvezh ar gavotenn a grogo 'benn warc'hoazh

Nozvezh ar gavotenn a grogo 'benn warc'hoazh

Adalek warc'hoazh da noz 'vo lañset nozvezh ar gavotenn e Poullaouen. N'eo ket 'hed un nozvezh 'vez dalc'het homañ ken, met 'hed pevar devezh. Evel just 'vo digarez da zañsal met dibaoe un toullad bloavezhioù bremañ 'vez gouestlet nozvezh ar Yaou d'ur film, liammet a-bell pe a-dost deus ar gavotenn, ar c'han, pe c'hoazh Poullaouen. 'Benn arc'hoazh 'vo : "piv 'neus lazhet Loeiz Ar Ravaleg", sevenet gant Philippe Guilloux, diwar labour Donatien Laurent war-dro d'ur werz. Kristof Ar Menn zo perzh en aozañ nozvezh ar gavotenn, pelloc'h gantañ war ar film-mañ ouzh mikro Tudual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio