àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Roudour : Ur Scop sikouret d'en em staliañ

Roudour : Ur Scop sikouret d'en em staliañ

Roudour, ar Scop a ginnig stummadurioù d'an dud deuet e brezhoneg, a zo o paouez 'n em staliañ e Pol an Embregerien e Kemper. An dibab-mañ 'zo bet graet 'vit ar Scop da vezañ skoazellet d'en em staliañ. Ouzhpenn da se e fell da (g)Chrysalide, ar c'hooperativ implij e Penn ar Bed, diorren ar stalioù a ra gant ar brezhoneg. Muioc'h a zisplegadennoù gant Elfenn Kemener hag Andreo Sezneg eus Roudour. Emaint ouzh mikro Katell Uguen. Ha warc'hoazh (Meurzh 16/09) 'zo lakaet emgav e burevioù nevez Roudour e Pol an Embregerien e Kemper 'benn dizoloiñ ar stummadur 6 miz hag a grogo ar sizhun a zeu. Plasoù a chom c'hoazh 'vit ar re a fellfe dezho 'n em enskrivañ. Emgav eno da 10e30.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio