Kaout fent gant ar bezhin glas : t-shirtoù ha pezhioù dilhad fardet e Douarnenez
9 09 bezin glas - Katell
A-viskoazh eo bet Dimitri Broe troet war-zu an arzoù, pe vefe al livañ pe ar c'hizellañ. An holl en e familh Iwerzhonad a zo arzourien anezho. 15 vloaz 'zo eo 'n em staliet ar paotr e Douarnenez ha dibaoe nebeud e ra berzh-spontus gant t-shirtoù gwer splann, warno embannet rekipe bio ar bezhin glas.
Katell Uguen 'zo bet da c'houlenn hiroc'h digantañ.
Dilhad fentus Dimitri Broe a c'heller kavout e stalioù ar vro hag ivez dre ar rouedad : www.biomad.fr