Dassonet neus ar sonerezh Jazz e Malgeneg.
Evit ar 17vet gwezh e oa savet ar festival « Arts des villes, arts des champs » er barrez vihan an dibenn sihun paset. Àr ar leurennoù eh eus bet tud meur ba bed ar jazz an taol-mañ c'hoazh èl ar c'hanour Loic Lantoine, ar sonour trompilh Thomas de Pourquery, Michel Portal, The summer rebellion. Disadorn e oa ar strollad Charka a Vreizh doa digoret an nozwezh. Faustine Audebert, kanourez er bare a gont deomp pelloc'h.