Kendalc'h ar CFDT e Penn ar Bed
Kendalc'h ar CFDT e Penn ar Bed oa dalc'het d'an 9 a viz Kerzu e Pont 'n Abad. Yalc'h 'mañ ar sindikat kentañ deus an departamant gant ur gresk eus an niver a izili eus 2% e 2010. Ar pezh a zo ur sin mat goude un nebeut bloavezhioù gant un digresk.
200 dileuriad o deus kemeret perzh en emvod-se. Komzet 'zo bet kalz gante eus al lezenn nevez war plas ar sindikadoù e bed al labour. Ul lezenn a zegas ur youl nevez d'ar sindikalourien. Selaouit Bernez Leon, ezel eus burev ar CFDT Penn ar Bed, deus mikro Anne Gouerou