Tost achu eo ar ramadan evit ar Vuzulmaniz.
Ur miziad sakr gouestlet d'o Doue Allah hag unan a ag pemp reolenn en Islam. E Frans e kreska an niver a dud a heulia ar ramadan. Tro dro 70 dregant ag an tri million a vuzulmaniz. Chom hep debriñ nag evet e-pad an deiz n'eo ket berped aes ha pa gouezha ar ramadan doc'h an hanv. Hocine Nedjar a zo muzulman, laret a ra deomp penaos e veva ar ramadan ar blez-mañ.