Aimé Kerguéris a chom prezidant Eau du Morbihan.
hiziv e Gwened eo oa bodet komite nevez syndikad Eau du Morbihan.
get an dilennadegoù-kêr eh eus bet chenjet lod ag an dud a gemere perzh er syndikad e anv o c'humunioù. Votet o deus evit dilenn ur prezidant. daou gandidat oa àr ar renk, Denis Bertholom, maer an Arvor-Baien hag Aimé Kerguéris zo e penn ar syndikad a-c'houde meur a vlez. Hennezh eo hag a zalc'ho get ar garg a brezidant. tapet en deus 78% ag ar mouezhoù. pelloc'h e lâra deomp doc'h mikro Yaelle ar Mouel.