9 a viz Mae : Devezh an Europ.
Devezh an Europ a vez lidet hiziv en holl broioù ezel eus an Unvaniezh Europat. Ur bern kevredigezhioù a labour neuze evit derc'hel gant an eskemmoù etre ar vroioù. A-drugarez da Gwennili, ur gevredigezh a Gemper a gas ar re yaouank da veajiñ en Europ, eo aet Gwenaig Viol 'pad ur bloavezh e Belorussia. E Europa ar reter emañ ar vro, etre Pologne ha Russia. C'hoant he doa hi derc'hel gant gant he studioù o tennañ deus an endro. Dre ur Servij A-Youl-Vat European eo deuet Gwennaig a-benn da labourat war ur raktres a-denn d'an endro e Belaruss.
Pelloc'h ganti ouzh mikro Mael Kerzerho.
D'ar 17 a viz Mae e vo aozet ur forum war an Europ e Kemper, a-benn kelaouiñ ar re yaouank war an doareoù da vont da zizoloiñ broioù an unvaniezh.