50 vlez eo ar strollad politikel UDB, Unvaniezh Demokratel Breizh.
Lidet e oa kement-mañ en Oriant an dibenn-sihun dremenet. Un devezh eskemm ha prezegennoù oa disadorn diàr-benn ar sonjoù hag an traoù kaset da benn get ar strollad èl en digreizennañ, hag ar stourmoù a zo c'hoazh gete hiziv an deiz. Herri Gourmelen a zo ezel ag an UDB a-c'houde 1965, ur blez àr-lerc'h ar grouidigezh. Lâret a ra deomp perak ha peseurt pouez neus bet ar strollad er vuhez politikel e Breizh. doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.