Disadorn oa bet divontet panelloù-hent gant ar stroll Ai 'ta evit an eil gwezh.
Ur miz zo 'oa bet graet kemend-all e Rostrenn c'hoazh. En dro-mañ eo e Gwened hag e Gwengamp ma oa em gavet meur a dek a dud 'benn en em reiñ da welet da c'houlenn ma vo divyezhek an holl banelloù-hent, koulz re ar stad ha re an departamantoù. Divontet zo bet panelloù 'ta ha kaset darn anê d'an isprefeti e Gwengamp. Reportaj war an dachenn gant Tudual Karluer.
///Fotoioù : an oberenn graet e Teiz e-tal Gwened.///