Deskiñ brezhoneg e-korv an hanv.
a bouez eo ar prantad-mañ ag ar blez evit an dud dedennet get ar yezh. Emañ ar stajoù-hañv ur feson bourrus a-walc'h da zeskiñ ha fonnaploc'h evit ar c'hentelioù-noz. 15 staj vo keunniget etre miz Gourhelen ha miz Eost, e meur a lec'h hag evit meur a live-yezh. Razh an titour vo kavet barzh ar levrig embannet get ar c'hevredad DAO, Deskiñ d'an Oadourion, èl bep blez. Emilie Le Bail a DAO a zispleg deomp pelloc'h, doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.