Ya da adnunaniezh Breizh.
Setu ar pezh oa daet da laret etre seizh mil ha dek mil a dud e straedoù Naned disadorn. Savet e oa ar manifesterezh get Breizh Unvan hag ar c'holektif 44=BZH. Meur a gevredigezh ha strolladoù doa graet ar galv da heul. En o mesk, Kevre Breizh, Ai'ta, strolladoù politikel èl ar Parti Breton pe an UDB, pe ar bonedoù ruz. Selaouamp doc'h tud a-bep seurt daet da c'houlenn groñs ma vo adstaget ar liger atlantél doc'h Breizh. Mona Braz ag an UDB, Brendan Guillouzic-Gouret a 44=BZH, Jisket ag bonedou ruz e skaer, hag Odile ha Margot daet a Naned.