"Qui a tué Louis Le Ravallec", ar film skignet gant Daoulagad Breizh
"Qui a tué Louis Le Ravallec ?", setu anv ar film a vo skignet un tammig 'pep lec'h er vro gant Daoulagad Breizh.
Kregiñ 'ra an istor e 1732 p'eo kavet korf un den yaouank en ur stêr. 250 vloaz war-lec'h emañ ur c'hlaskour o tirouestlañ al luziadell-se.
Er film-mañ 'vez anv deus ar gwerz. Dre an enklask e vez digarez neuze da lakaat ar c'han poblek war-wel.
Muioc'h a ditouroù gant Mona Caroff o labourat e Daoulagad Breizh. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.
Digwener da noz e vo diskouezet ar film "Qui a tué Louis Le Ravallec?" e Douarnenez ha fonnus e vo skignet e miz Mae da-geñver Gouel Breizh. Roll ar skignadennoù da adkavout war lec'hienn Daoulagad Breizh.