Ur staj tañva ar yezh 'oa nullet da geñver "Sizhunvezh ar brezhoneg"
Da-geñver Sizhunvezh ar brezhoneg, 'oa kinniget un tañva d'ar yezh gant ar gevredigezh Studi ha Dudi, e Plijidi, e bro-Dreger, Disadorn. Digoust an hanter devezh staj evit an deraouidi, evit ar wezh kentañ. Met bihan an dud o lakaat o anv 'vat, ken bihan ken zo ranket nullañ ar staj. Petra zo kaoz da se, un nebeud displegadennoù gant Thomas Postig, a oa oc'h aozañ ar staj gant Studi ha Dudi. Gant Tudual Karluer.