àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Achu eo oberiadenn ar falc'hourion ogk e Sant Jelann.@@@ A-c'houde dec'h da vitin e oant é stankiñ dorioù an uzin Glon Sanders. Ar mitin-mañ oa degouezhet kant bennak a crs-ed. 14 den doa pignet àr an doenn. Tamm ha tamm int waet kuit ar mitin-mañ neuze. Da unnek eur deus gellet ar c'hamionoù krogiñ en-dro get ar labour ha kas boued da vagiñ ar loened da beizanted tro àr dro. Jakez oa e mesk ar falc'herion, gober a ra un tamm rentañ-kont ag an oberenn-mañ. Amañ @@@Festival ar chatal 'ba Montroulez @@@ Evit an oll eo ar fest-mañ : ar beizanted hag evit ar gêriz get loened a bep seurt: yer, moc'h met dreistholl kezeg ha saout. Kentsrivadegoù 'vez aozet evit o friziañ. Ar blez mañ 'vo moiaen da welet 150 kant hanterkant buoc'h àr ar ring, en o zouez annoerizi ha memes un nebeut kole. Hiziv 'eo arru ar saverien chatal 'ba Langolvas da staliañ an traoù ha da brientiñ o loened. Selaouomp reportaj Erwan Blanchard àr blas get daou beizant: Andre Le Sann a Vodiliz ha Bernard Thomin a Blouider. An atersenn

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio