àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Lenn-borzh an Ifremer zo bet kempennet a-nevez en Oriant.@@@ Savet oa bet e nandek kant triwec'h ha tri-ugent. Hiziv oa bet igauret adkempennet neuze. Geti vo moaien pleustriñ àr ar benvegoù a vez implijet er mor, pe vehe orjalennoù pe rouedoù dre skwer. Jean-Yves Coail a zo teknisian en Ifremer ha kemeret neus perzh evit sevel ar lenn. An atersenn @@@40 vlez an UBO e Brest vez lidet a-hed ar blez.@@@ Kendalc'h a ray 'benn àrc'hoarh get « nozwezh an ubo », un emgav lec'h ma hello an dud eskemm get ar gelennerion diàr-benn an ubo hiziv an deiz. Mannaig Thomaz neus displeget hiroc'h da Erwan Blanchard. Selaouit doh ar pennad-kaoz @@@"Breizh Erotik" diskwezet en arbenn a Miz an teulfilmoù.@@@ E pep lec'h e vez bannet filmoù a-bep seurt. En o mesk po moaien da sellet doh « Breizh erotik » sevenet get Roland Thépot, a laka ar gaoz àr ar revr e Breizh. Goulwenna an Henaff ha Martial Menard a vo klevet ba reportaj Anne Gouerou. Amañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio