Muioc'h 'vit 3000 boned ruz a c'houlenn muioc'h a c'halloud 'vit Breizh
Kentañ breujoù Breizh ar bonedoù ruz a zo bet dalc'het disadorn dremenet e Montroulez. 15 000 klemmvan a oa bet dastumet gant ar bodadoù lec'hel er sizhunioù paseet, kement ha goulenn digant prezidant Republic Bro-C'hall François Hollande dont da Vreizh dizale da glevet ar re bennañ. Ar bodad "Bevañ, divizout ha labourat e Breizh" a fell dezhañ e vefe Breizh ur rannvro kreñv a 5 departamant, e vefe diorroet an energiezhioù nevezadus, nulet an ekotaoss pe c'hoazh e vefe adkreizennet an divizoù er vro.
Selaouomp Andre Lavanant, mouezh aotreet er bodad ha Morvan Peres, ezel eus komite Lannuon. Emaint ouzh mikro Katell Uguen.