àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

No Border: ur festival modal 'ya dreist an harzhoù!

No Border: ur festival modal 'ya dreist an harzhoù!

No Border: setu ur festival kroet 'vit lakaat ar modoù poblek eus ar bed a-bezh asambles 'ba Brest. Gant ar C'houartz, Drom ha Bretagnes World sounds eo dougenet an afer. 'Benn diriaou 'vo roet lañs d'an abadenn a vesko abadennoù sonererzh hag ur c'hollok aozet gant tud Drom, hag Erik Marchand, labour 'kalz war ar sonerezh modal. Lakaet 'vo ar gaoz war blas ar sonerezh modal 'ba krouiñ sonerezh an deiz a hudu da skouer&. War al leurenn 'vo gwelet tud Ibrahim Maalouf asambkles gant Kreiz Breizh Akademi, Giovana Marini, ar vreudeur Guichen, Fawaz Baker asambles gant Vedat Yildirim, Erik Marchand asambles gant Titi Robin, Gipsy Burek Orkestar. E-touez sonerien ar Gipsy Orkesta emañ ///Gaby Kerdoncuff/// 'zo ezel eus Bretagne world sounds war un dro. Lar 'ra deomp c'haller krouiñ liammoù don etre ar pobloù eus ar c'hornog hag an Oriant a-drugarez d'ur festival 'vel No Border. Gant ///Erwan Blanchard./// Betek an 19 a viz Du....

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio