Un hent departamant é treuziñ tachennoù gleb ha koadeier.
Enep ar raktres-mañ e stourma lod tud en Henbont. A-c'houde pemzek vlez 'zo eh eus ag ar soñj sevel un hent en tu doh ar golern ag an Henbont. Kement-mañ evit ma vo aesoc'h da dud Zinzag ha Lokrist monet davet an Oriant pe Lann ar Stêr. Daleet eo bet an traoù get prosezoù tud zo bet diberc'hennet ag o douaroù. Met hiziv e ta en-dro an hent-mañ àr-wel hag e hellehe an departamant krogiñ get ar labourioù. « Ur soñj diboell pa weler ar strivoù kaset da benn evit gwarantiñ an natur » eme an enebourion. Kristian ar Meut a zo perzh e Kolektif Sitoyan an Henbont. Hiroc'h neus displeget da Yaëlle ar Mouel.
http://cchennebont.net/rocade/