Tan ar Yed, ur bladenn gentañ gant Bagad Ploudiern
27 vloaz 'zo deus Bagad Ploudiern ha setu embannet gant Eostiged ar Mene ur bladenn gentañ, Tan ar Yed e anv.
Lein Menez Hom eo ar yed, hag eno 'veze plantet tan pell 'zo 'vit kelaouiñ ar boblañs deus ar vikinged o tont da aloubiñ ar vro.
Tan ha nerzh 'vez kavet neuze war ar bladenn-mañ, sevenet gant sonerien kar o bro.
Raymond Le Bot, biniaouer gant Eostiged ar Mene 'n eus kontet pelloc'h din.