Ur bloaz eo "Clic ta berrouette.com"
Tost ur bloaz eo "Clic ta berouette.com".
Ar servij-mañ heñvel eus un "drive" zo bet kroet gant kevredigezh peizanted bio bro Ploervael. Dre al lec'hienn internet e c'hell neb a gar koumanantiñ produioù eus ar vro ha dont da gerc'hat o fanerad 'ba unan ag an tachennoù. Dre vraz, abaoe, ur bloaz e vez gwerzhet tri-ugent panerad legumaj tro dro 30 euro bep hani bep sihun. Berzh a ra, neuze, ar mod-nevez-mañ da werzhañ ar produioù war-eeun: eus ar beizanted d'ar pratikoù. Paul Molac, zo kannad pastell-vro Ploervael. Hervezañ eo a -bouez seurt servijoù. Doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.