LA MAISON TELLIER "Beauté pour tous" (2013) 1/5
///Adskignet a-ziàr abadenn an 25.11.2013///
Ur gwir breuriezh ew La Maison Tellier, savet da gentañ ged Helmut ha Raoul Tellier e 2004, ba Rouen, edan banniel ar folk-rock elektro-kountry. Gete ema arru an tri breur arall : Léopold (trompilh), Alphonse (gourrebed) hag Alexandre (batri), hag embannet gete e 2006 o hentañ albom. A-houde eh eus bet Second souffle e 2007 ha L'art de la fugue e 2010. Àrlene o doa kenniget o federved pladenn : Beauté pour tous, e galleg penn-dre-benn.
Ni zigora an disk ged ar single "Sur un volcan", ur lusk afrikan hag un tem humanist. Chom a ra tost lies mouezh Helmut doh kani Bertrand Cantat ("Les beaux quartiers"), ha klotiñ a ra mad ged posiow kisellet ar strollad, añgajet lies (ba "Un bon Français" ne ouier ket re ma komser a vare Vichy pe an amser a-vremañ...), sorbiennow modern, geriow simpl ha eeun ("Love boat"), ur stil personel levesonet ged ar sinema, èl ur western a Normandi. Tiomm ew ar son, rust hag akoustik, tredanel ha teñwel àr-un-dro, puissant bepred.
Beauté pour tous, an titl-mañ so gwir, ha diskoueziñ a ra penaos n'ew ket waet da get mammenn ar hanennow gall : d'ar hontrel eh eus hoazh hentow newez da gemer. La Maison Tellier deus kavet unan braw, ged aer fresk, ha ster dreist-oll.
LÉO FERRÉ "Vingt ans"
in EP 20 ans (1961 . Barclay)
IAM "Si j'avais 20 ans"
in ...IAM (2013 . Def Jam)
DA SILVA "20 ans"
in Villa rosa (2013 . PIAS)
GRAND CORPS MALADE "Funambule"
in Funambule (2013 . Believe)
ÉTIENNE DAHO "La peau dure"
in Les chansons de l'innocence retrouvée (2013 . Polydor)
GAËTAN ROUSSEL "Éolienne"
in Orpailleur (2013 . Barclay)
LA MAISON TELLIER "Sur un volcan"
in Beauté pour tous (2013 . At(h)ome)
Liammow an deiz :
> La Maison Tellier
hag
> IAM
> Da Silva
> Léo Ferré
> Étienne Daho
> Gaëtan Roussel
> Grand Corps Malade