Cheñchet eo al lezenn a-fed labour darn-amzer.
Dibaoe penn-kentañ ar bloaz n'eus ket tu ken d'an embregerezhoù goprañ unan-bennak dindan 24 eurvezh bep sizhun. Un diskoulm a zo : ar bodad implijourien vel e ti Vénétis ma vez rannet al labour. Kreskiñ a ra tamm ha tamm ar stal-mañ lec'hiet e Gwened er penn kentan, an Oriant, an Alre, Ploermael, Sant Nazer ha Naoned. Ur gevredigezh eo hag a voda implijourien o deus afer da gavout lod micherioù en o embregerezh met evit un nebeut eurioù hepken. Guenaelle Hellou zo kontourez implijet gant Venetis en Oriant. Rannet eo he fost-labour etre tri stal. Laret a ra deomp pelloc'h diwar-benn an doare-mañ da labourat. Ur pennad gant Yaëlle ar Mouel.