en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Stenn eo bet noz ar Pellgent evit passabl a vretoned.

Stenn eo bet noz ar Pellgent evit passabl a vretoned.

Ar gorventenn Dirk 'n eus graet reuz dre ar vro get dic'hlann dour ha ur bochad tiez di-dredan. D'enderv-mañ e oa c'hoazh ouzhpenn 13 000 a diegezh hep tredan, dreist-holl e Penn ar Bed goude ma vehe kouezhet gwez àr ar linennoù. Montroulez, Kemperle, pe c'hoazh Kastellin a zo bet tapet get an dour. Dre chañs 'n eus ket bet den erbet gouliet met distruj braz zo bet. Chom a ra ar morbihan hag ill ha gwilun edan ewezh doc'h ma sell ar sterioù ker uhel o live. Embannet en deus ministr an diabarzh Manuel Valls, daet hiziv da Gemperle ha da Gastellin, e lakehe da dalvout ar steuñv gwall-daol naturel ar buanañ ar gwellañ. Fran May a zo chomet di-dredan e-pad un devezh e Kerlouan. Kontet he deus hiroc'h da Gatell Uguen.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio