en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Less' Béton a-enep d'an RN164 e Gwerledan

Less' Béton a-enep d'an RN164 e Gwerledan

Kalzig eo bet daleet al labourioù war an RN 164, an hent bras e kreiz ar vro. E 1969 e oa bet prometet an hent-se gant ar Jeneral de Gaulles ha n'eo ket achu c'hoazh sevel anezhañ penn-da-benn, etre Kastellin ha Roazhon. Dek vloaz 'zo bremañ eo aet fonnusoc'h an traoù memestra. Ar bloaz paseet e oa achuet sevel ul lodenn all e-kichenn Merdrigneg. Bremañ ne chom nemet ur seksion ken, hini Gwerledan, etre Kaorel ha Sant Karadeg. Met pemzekteiz 'zo eo komañset al labourioù ha krog pilañ ar gwez war vord an hent. Ur strollad tud a zo en em vodet tri bloaz 'zo evit klask enebiñ ouzh ar projed-se, Collectif Less' Béton e anv. Selaouomp Matthieu Appriou, mouezh vrezhonek Less' Béton, aterset gant Benjamin Bouard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio