400 lisead war ar straedoù 'ba Landerne evit kaout kondissionou labour gwelloc'h!
Etre 300 ha 400 lisead ‘neunt stanket lise an Elorn hudu en desped da diviz ar prefed ‘noa difennet seurt bodadennoù. Dibunet ‘neunt war straedoù Landerne evit en em gavout ‘ba tu raok lise Saint-Sébastien. Klasket ‘neunt kenderc’hiñ o c’henseurted da gaou ‘nezho ‘evit manifestiñ. Lise an Elorn ‘oa unan eus al liseidi ‘oa chomet digor ‘ba Breizh. Un hanter kant bennaket deusho ‘oa chomet serret hudu diwar youl ar bprefeded pe renerien ar skolioù. Ur sizhun hanter zo zo savet liseidi un tamm pel lec’h ‘ba Frañs evit goulenn ma ‘vo gwellaet o c’hondissionou studiañ… Ha ‘ba Landerne e klever memes azgoulennoù ‘vel ar re ‘zo distaget ‘ba Marseille… Selaouomp un tamm reportaj graet war straedoù Landerne gant Erwan Blanchard.