Ekotaos : re ziwezhat evit bout nulet?
Berzh neus graet an dolpadenn e Kemper disadorn tremenet.
Etre pemzek mil ha tregont mil a dud oa er straedoù. Bonedoù ruz àr o fenoù. Bremañ e vo degemeret tud ar c'holektif « Bevañ, labourat ha devizout e Breizh » get Jean-Marc Ayrault 'benn dimerc'her àr un dro get prefed Breizh. Goulennet e vo sekourioù evit ekonomiezh ar vro, nebeutoc'h a velestradurezh, muioc'h a c'halloud, ha ma vo nulet an ekotaos. Mes an dra-se enta ne vo ket aes d'ober. Èl ma tispleg deomp Paul Molac, depute kornad Ploervael. Hrevezoñ e ta ar stourm un tamm diwezhat. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.