Larsen ha mediator 199 : Splujomp en “americana” (2)
Aboae meur a sizhun e pledomp gant ar c’hountry ha pelloc’h c’hoazh gant an americana, un dikedenn dispis a-walc’h rak ne denn ket d’ul luskad met kentoc’h d’ur c’hoant kenwerzhel da vodañ er memes rummad strolladoù a bep seurt a ya da glask o awen e gwriziennoù ar c’hountry, ar bluegrass, ar rhythmn and blues, ar gospel,ar folk pe ar soul. Al lodenn vrasañ eus ar strolladoù americana a c’hellfe bezañ rummataet en ur familh all met e gwirionez, ne vern an tikedennoù, ar pezh a gont eo ar sonerezh hag e krogomp diouzhtu gant Gillian Welch !
Playlist :
- Gillian Welch : Look At Miss Ohio
- Kat Hasty : Chance to Be Alive
- Jesse Welles : Join Ice
- Jesse Welles : Horses
- I’m With Her : Ancient Light
- Nathaniel Rateliff : Cars in the Desert
- Marfa : Daisy
- Rosanne Cash : A Feather ’s Not a Bird
Levrlennadur :
- “Country & Americana, Un panorama en 100 disques essentiels” – Arnaud Choutet – Embannadurioù Le mot et le reste