en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Meurzh 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Dilennadegoù ti-kêr e enez ar Réunion

Katell Louarn zo bet dilennet kuzulierez kêr Le Tampon e enez ar Réunion da geñver eil tro an dilennadegoù disul. Dilennet eo bet ar vretonez war al listenn eus an tu kleiz unanet ‘oa kaset gant Alexis Chaussalet, zo ezel eus LFI. Rastellet he deus al listenn un tamm muioc’h evit 45 % eus ar mouezhioù. Un trec’h istorel eo evit an tu kleiz kar chomet ‘oa Le Tampon, ur gêr vras a 84 000 annezad, etre daouarn an tu dehou abaoe fin an eil brezel bed. Lakaet ‘zo ur fin gant kement-mañ eus ur sistem breinadurezh ‘oa e plas gant Andre Thien-Ah-Koon hag e vab Patris ‘pad bloavezhioù. Muioc’h a displegadennoù gant Katell Louarn zo ouzh mikro Erwan Blanchard.

Savet zo bet ur garta evit stourm ouzh ar stereotioù jener gant TES

Paotred dispont ha merc'hed aonik, ar vamm o fardañ boued hag an tad o labourat er-maez : diaes a-walc'h eo terriñ serten stereotipoù ! Ha dont a rafe aesoc'h an traoù ma ne vefent ket desket d'ar vugale er skol ! Hervez Kod an Deskadurezh eo sañset ar skol kas an ingalded paotred-merc'hed war-raok ha stourm a-enep d'ar seksism. Gant an ti-embann TES e vez embannet levrioù brezhonek ha dafar pedagogel evit ar vugale hag ar bloaz-mañ neuze eo graet e soñj gantañ da sevel ur garta-embann, « ingalded merc’hed-paotred ». Selaouomp Delphine Le Bras, renerez Ti-Embann ar Skolioù.

Plac'hed ar BBL o deus gounezet o flas e Kib Europa basket !

Plac’hed Landerne Breizh Basket c’hoario ar play-offs evit klozañ ar c’hampionad Ligue 1 ar bloaz mañ ! Ha war ar marc’had o deus gounezet o flas e Kip Europa ‘vo ar bloaz o tont. Dimeurzh da noz o deus kadarnaet an daou disoc’h-se a drugarez d’an trec’h war skipailh Tolosa 72 da 63. Deomp da selaou arvesterien an LBB ‘oa ‘ba sal ar Simanterezh dimeurzh da noz. Ha da gentañ selaouomp Roland, zo harper Meot Kemper anezhañ, ‘oa ar wech kentañ dezhañ dont da wel skipailh Landerne

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Degadoù a viliadoù a dud o doa kerzhet dimeurzh e straedoù Arc'hantina e koun an dud aet diwar wel e-pad an diktatouriezh

- Ur greizenn nukleel iranian a zo bet skoet gant tennoù dimeurzh da noz

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio